Ur merk evit tiriad Breizh

Fellet ez eus da Vreizh, p’he deus krouet ur merk nevez stag ouzh he ziriad, klask desachañ an dud etrezek enni, evit diskouez ur skeudenn anezhi pinvidikoc’h, yaouankoc’h ha startijenn ganti. Tonket eo da vezañ perc’hennet gant an holl dud ha gant an holl aozadurioù oberiant, prevez pe bublik, eus bed an embregerezhioù, an arzoù, an enklaskoù, ar c’helenn pe ar sport hag o deus c’hoant e vefe stag o anv ouzh ar vro hag he ferzhioù pennañ evit bezañ anavezet ha brudañ o oberoù e Frañs pe er broioù all.

Emañ Breizh, a zo ouzhpenn 3 M a dud o chom enni, o vont da zegemer 26 000 annezad nevez bep bloaz ac’hann da 2040. Da c’hortoz avat he deus dibabet krouiñ ur merk evit an holl Vretoned evit lakaat kreskiñ he brud, koulz en Europa hag er bed a-bezh, ha neuze desachañ muioc’h a dud etrezek enni. Tiriadoù, kêrioù pe tolpadoù-kêrioù all en Europa o deus graet kemend-all dija, met ar wech kentañ eo e c’hoarvezfe se en ur rannvro eus Frañs, asambles gant kevelerien a bep seurt, ar pezh n’eo ket bet gwelet gwech ebet kennebeut.

« Pa ’z eus kevezerezh etre an tiriadoù er mareoù-mañ er Bed-holl, ez eo brud ar rannvroioù un dra eus ar pep pouezusañ, » eme Jean-Yves an Drian, Prezidant ar C’huzul-rannvro. « Daoust m’eo splann ez eo brudet mat Breizh hag e plij da galz a dud, eo ret dezhi bezañ gouest da blijout muioc’h c’hoazh, dreist-holl er gennadoù armerzhel troet war-zu an amzer-da-zont ha na lakaont ket dalc’hmat “Breizh” da vont asambles gant “ober berzh”. »

D’ober petra ? Ober anv eus an tiriad evit brudañ an obererezhioù

Dibabet he deus Breizh eta desachañ an dud etrezek enni a-bouez he holl nerzhioù, koulz re an armerzh, an touristerezh, ar sevenadur, ar c’hevredigezhioù hag an ensavadurioù. Lañset eo bet an afer war un dro gant ar C’huzul-rannvro, Ajañs Breizh Diorren ha Neveziñ ha Poellgor-rannvro an touristerezh, ha diazezet eo war ur merk evit an holl hag a c’hallo bezañ d’an neb a garo, diouzh e zoare, evit lakaat brudañ e interestoù hag e oberoù ha kas anezho war-raok.

« Disheñvel omp diouzh an tiriadoù all », eme Jean-Yves an Drian, « abalamour m’omp gouest, ni, dilennidi, tud oberiant war dachenn an armerzh hag ar sevenadur, d’en em reiñ asambles d’ar memes palioù ha da zelc’her d’en ober betek penn. Er bloavezhioù tremenet hon doa dastumet hon nerzhioù, eus Brest betek Roazhon, evit mad hor rouedad hentoù hag an TTB. Hiziv e talc’homp da zifenn Breizh an amzer-da-zont war dachenn an hentoù-houarn, an enklaskoù, ar c’has uhel-kenañ hag an energiezhioù. »

Evit an holl, ober gant ar merk Breizh a dalvez :

  • ober o mad eus ur skeudenn anavezet, sur ha talvoudus… hag eus ur vrud uhel mat e-keñver ar rannvroioù all e Frañs, hag ivez labourat a-stroll evit ober da skeudenn an tiriad bezañ pinvidikoc’h ha muioc’h diouzh ar bed a vremañ.
  • lakaat ar pezh a ya d’ober perzhioù kreñvañ Breizh – gouzout en em reiñ da vat d’un ober, labourat a-stroll, kaout ur spered digor ha leun a ijin – da vezañ o jeu dezho dre berzhioù ar merk.
  • labourat a-zevri evit delc’her gwellaat o doareoù, o mont en-dro, o oberoù… dre disentezioù hag obererezhioù hag a ya a-du gant perzhioù ar merk.
  • gallout, pa reont diouzh kod ar merk, implijout daveoù d’an tiriad nevesaet, dibab kehentiñ en un doare nevesoc’h, ha sikour ober d’o skeudenn ha da hini Breizh mont war wellaat ha bezañ er penn a-raok.
  • gallout kehentiñ en un doare kempoell hag efedusoc’h ha na ray nemet kreskiñ eus an eil miz d’egile, hag ar re o do “lakaet ur wiadenn” e stern ar merk a ray o mad eus se. Kement euro hag a vo implijet gant pep keveler evit kehentiñ a vo, diwar-se, spletus evit an holl en ur mod eeunoc’h.

Petra eo ? Un torkad arouezioù hag a laka soñjoù war wel

Ouzhpenn ul logotip pe ul lugan dre ret a ya d’ober merk an tiriad. Er c’hontrol-mik ez eo stummet diwar un torkad arouezioù grafek, livioù ha gerioù hag a eztaol perzhioù heverk Breizh. Mont a reont d’ober arouezioù da welet pe da lenn hag a vo stag ouzh ar merkoù eus Breizh a ra dave d’ar rannvro pa vezont o kehentiñ.

Petra a gaver e kod ar merk ? Ostilhoù da servijout d’an holl

  • Pevar soñj diazez, an engouestl, ober a-stroll, bezañ digor, an ijin : mont a reont d’ober skeudenn identelezh Breizh ha dre-se sichenn ar merk, bepred hervez ar poltred eus Breizh a zo bet treset pizh en a-raok, koulz a-fet neuz hag a-fet spered, gant an ajañs marketing evit an tiriadoù CoManaging.
  • Ur savlec’h : Breizh, ar vro hag a laka skoulmañ liammoù, a dreuzfurm hag a zegas nerzh.
  • Ar 7 arouez a laka ar merk war wel : an nerzh pozitivel, al liammoù a bep seurt, ar gwenn&du, kehentiñ war un ton youlek hag a skiant-vat, ar fent diroudet, an arouezioù bev, ur veskennad hud ha barzhoniezh. Ezteuler soñjoù diazez ar merk ha respont d’e balioù a reont. Evit pep arouez e vo displeget hiroc’h penaos ober gantañ ha roet skouerioù pleustrek. Gallout a reor dibab implijout lod anezho diouzh ma vez c’hoant : graet int evit bezañ kemeret pa zereont ouzh un obererezh pe un doare kehentiñ resis.
  • Ur skeuliad livioù : savet eo al livaoueg-mañ diwar boltred Breizh. Enni emañ al livioù a ya mat an eil gant egile hag a gaver stank e Breizh dreist-holl. Al livioù flamm ha skedus melen hag aour, orañjez, ruz ha Parm a zegas startijenn d’ar glaz ha d’ar glaz-gwer a weler e pep lec’h er vro, anez ankouaat al livioù all a reer « glaz » anezho ivez amañ, griz fromus an oabl hag ar vein, hag evel-just ar c’houblad arouezius gwenn&du.
  • Geriaoueg ar merk a ginnig gerioù-alc’hwez, alioù fur war al lizherennañ hag al luc’hskeudenniñ.
  • Ul logo gwenn&du : roet eo bet anv ar vro d’ar merk, un anv brudet-kaer, anat d’an holl.

Respont a ra ar c’houblad gwenn&du, dre e neuz kran ha nerzh grafek gantañ, da unan eus palioù pennañ ar merk : modernaat skeudenn Breizh. Degas a ra da soñj diouzhtu eus banniel Breizh, ar gwenn-ha-du, kement ha diskouez ez eo tomm ar Vretoned ouzh an arouez bev-se hag a laka war wel emaint en ur vro liesseurt ha liesdoare. Krouet eo bet gant Xavier Mercier eus an ajañs Communiquez.

Penaos implijout al logo ? Evit ar gevelerien hepken 

Ouzhpenn kod ar merk a zo da vezañ implijet gant an neb a garo ha kuit a wirioù, e c’hallo ar gevelerien da zont lakaat al logo nevez-se war o skoroù kehentiñ dezho (nemet ar produioù), diouzh reolennoù termenet strizh. Eil live piaouañ ar merk Breizh eo. Evit tizhout anezhañ e vo dav goulenn bezañ lakaet war ar renk gant Ajañs Breizh Diorren ha Neveziñ – pe gant Poellgor-rannvro an touristerezh evit ar re a labour war an dachenn-se. Ur wech graet ar goulenn ha studiet an teuliad ez eo Poellgor ar merk, ennañ tud oberiant war an dachenn hepken (ha neket politikourien), a roio an aotre d’implijout ar merk e-pad 3 bloaz.

Na goude ? Ajañs Breizh Diorren ha Neveziñ o kas an traoù war-raok 

Goulennet en deus ar C’huzul-rannvro digant Ajañs Breizh Diorren ha Neveziñ lakaat ar strategiezh desachañ tud ha brudañ skeudenn Breizh da dalvezout. Renerezh an desachañ en ajañs a ra war-dro ren ha kas stignad ar merk en-dro, kevelet gant Poellgor-rannvro an touristerezh. Lakaat ar merk da vevañ dre al lec’hienn Internet www. marque-bretagne.fr, brudañ ar merk, reiñ ostilhoù ha sevel kevratoù gant ar gevelerien a vo e gefridioù.